red eo deoh me reizaad, p=E9deguir ind e v=E9 imbannet breman:
[ Accueil ] [ Mon CV ] [ Table ] [ Moteur de recherches. ]
[ Lectures ] [ Conf=E9rences ] [ Textes d'amis ] [ Philosophie
dispers=E9e ] [ Monde contem****ain ] [ Profils philosophiques ]
[ Almanach philosophique ] [ S****t ] [ Education, =E9cole ] [ Tribunes
libres ] [ La Shoah ] [ Australia,New Zealand ] [ Liens, blogs,
sites ] [ Contacts ]
E-barh ar moiandou eh om
an oll e chom
(Nous habitons tous =E0 l'int=E9rieur des m=E9dias", traduit en Breton par
Alan Broc. )
Darempred an arvest a zo war on dran. Ar mennoz-ze, deuet edan
pluenn Guy Debord, ne dalv ket mui evid diskein ar bed a vreman. E
daremprend an amzer-ze, perz ar moiandou a oa kemmen an traou: kemmen
a rae en arvest tammou a-beh ag ar buheiou pe darvoudou trohet e-barh
ar wirione. Darempred an arvest a lakae eun troh etre an arvestour hag
an arvest. E oa d'eun tu ar leur-hoari, ha d'an tu all an arvesterion
hag ar wirione. Ar pez a oa er-maez ag an arvest a oa ar vuhe gwir. Ar
chinwell-gwirione, ha chanj ar moiandou, a zisko dem penaoz e chanj an
darempred. Ar chinwell-gwirione en-eus chanjet an traou: an dud wir
hag ar vuhe gwir n'int ket mui er m=EAz doh an arvest. Evid lared muioh:
ar chinwell-gwirione en-eus kondanet an arvest. Ar stumm-ze a chinwell
a zo spiein - ha spis eo ar spiein ar hontrel ag an arvest. Neb a sell
dreuz toull an dor-alhwe a well nameid traou a vamdei, havalab geto=F1.
Ar spiein a zo gweled e peleh n'eus nitra da selled. Hen a zo ive
diverchein hag an diforh hag an dreistordin=E9r. An dud lakeit e-barz ar
chinwell-gwirione a zo havalab genem en ou boutineh. Mem mod er
chingomzou, chilaouerion ket ana=F9et a vez galvet eid kaojal bed dei
diar an darvoudou - chonj a ran d'an emision a Jean-Jacques Bourdin
war RMC Infos. Ar hazetennou a glah ive impleein ar hiz, hag ind a
lein ou feuliou ged goulennou da dud ne-ana=F9et hag a ra kaoj diarbenn
an darvoudou. Ohpen, ar peh e lar an dud-ze n'eo ket dreistordin=E9r,
gwech erbet don, ha nebeud hoah meizadet, laret mad. Boutineh ar
mennoziou, hag a zo an oll tost havalab, a lein breman leh an
editorial. Er mem amzer, war ou lehiennou web, ar hazetennou-ze a
zigor rubrikou "kaojal diarbenn" hag ar peh a ve lennet a-barh,
skrivet ged an internaouted, a ve ordinal un drue. Eur weh hoah e ve
kavet inou chonjou a davarn ar henwerh pe a davarn ar s****tou. Un heul
fall a za ag ar mod-ze: ar meskl etre an den a o=E8r, hag a zispleg ged
e houzoud, hag a ra ster, hag a zispleg goude ur chonj rezon, ged an
den boutin. Laret mod all: mesket eo ar poell ged ar gredenn.
Muioh muian e ve lamet an diforh etre ar leur-hoari hag an dud,
an diabarh hag an er-m=EAz ag ar mouiand. Neuze, diforh etre ar vuhe er-
m=EAz hag ar vuhe a-barh a deraou boud di=EAz da gomprenn: edan berr zoken
ne vo ket asantet ken. Petra sinifi: n'eus ket er-m=EAz erbed d'an traou
diskoeit ? An dra-ze : darvoud ar moiandou, eid ar gwellan hag eid ar
goasan, a zo deuet boud korf ar bed. Den erbed na traou erbed a zo
hebto=F1. Deit om e-barh an amzer pa ve mesket ar wirione ged darvoud ar
moiandou, pa ve achuet ged an arvest hag an diforh. Ar video-eweza en
em laka e peb leh, betag e str=EAdou k=EAriou, er pe=F9ar-hentou hag ar
plasennou, hag arhoah e=F9ehein ag a lehiou bennag ag ar h=EAriou ged
dronou, n'int ket da hentan oberiou polis. Ind a zo oberiou a voiandou
deuet ag an diforh etre an er-m=EAz hag an abarh. Ind a zo ur ledanereh
en darempred a-beh ag ar chinwell-gwirione. Ar video-eweza lakeit en
darempred a-beh a ziskoa war eun dro fin an darempred ag an arvest, ha
mesk etre ar wirione hag ar moiandou. Adaleg breman eh om an oll e
chom abarh ar moiandou.
Robert Redeker
[ Monde contem****ain ]
----------------------------------------------------------------------------=
----
Copyright (c) robert.redeker, 2006


|