Hetoù a Vloavezh mat deoc'h ha d'ar brezhoneg etre ar Faou ha Landerne a
gasomp a-gevret gant ar c'helc'hlizher-mañ, eveljust.
Nebeut-tre a virvilh e bedig-bed ar brezhoneg abaoe penn-kentañ ar
bloavezh-skol : nebeut-tre a geleier eta da skignañ.
Ra servijo "Etre ar Faou ha Landerne" hag ar Renabl war ar brezhoneg "Etre
ar Faou ha Landerne" a zo stag outañ da sikour deoc'h da reiñ d'hor yezh
ar
plas a zo dleet dezhi.
Lennadenn vat deoc'h.
A galon,
Tepod Gwilhmod
Hetoù a vloavezh mat, troiennoù brezhoneg :
http://www.ofis-bzh.org/upload/actualite/fichier/bzh/149fichier.pdf
KINNIG-LABOUR : Kelenn istor en ur skolaj e Landerne
http://www.ofis-bzh.org/bzh/actualite/emplois/fiche.php?offre_emploi_id=257
Kêr Landerne :
http://www.ville-landerneau.fr/index.php?rub=la_ville_recrute
(klikañ war "Mairie", ha goude se "La ville recrute".
DA LAKAAT WAR HO TEIZIATAER :
Fest-Noz e Plougastell (Avel-vor) 8 eur hanter noz, d'ar sadorn 12 a viz
Genver 2008, aozet gant Bleunioù sivi (6? mont e-barzh).
E Sal Sant Ernel Landerne, d'ar sadorn 19 a viz Genver, Fest-Noz gant
Eskell
an Elorn.
E iliz Sant Tomaz Landerne d'ar gwener 1er a viz c'hwevrer da 8eur 45
abardaez, Yann-Fañch Kemener. Aozet eo gant GAC 02 98 21 61 50.
Sadorn 15/03/08 Fest-Noz Forzh Penaos - Ceili Band aozet gant Kreizenn
Arzoù Pobl Brest e Landerne St Ernel
sadorn 26 a viz Ebrel en Avel Vor Plougastell Fest-nozig adalek 7 eur noz
,
ha Fest-Noz Startijenn - an Diaoul ha peder - Soubigou ha Guedez - Altig
aozet gant Div Yezh Plougastell adalak 9eur noz.
- Ar Redadeg evit ar brezhoneg a dremeno en tolead d'ar gwener 2 a viz Mae
2008 http://sked.infini.fr/IMG/pdf/flyer_Ar_Redadeg.pdf
- Ur raktres klasoù publik Divyezhek a zo en Hañveg Kerangoff 29 460 Sant
Alar
02 98 83 20 37 fanch.div.yezh@[EMAIL PROTECTED]
Bep eil sadorn ar miz, Pred digor d'an holl (n'eo ket dav lakaat e anv)
e
Minihi Levenez Trelevenez goude an oferenn. Pred da zont : sadorn 12 a viz
Genver (Oferenn da 18 eur).
Kemennoù all, pelloc'h :
- bep kentañ sul ar miz, baleadenn gant Kelc'h breizhek Brest : emgav da
13
e 30 war parking Lise an Harteloire e Brest
- bep meurzh da 20 eur e Ti ar Vro Lesneven (sal Glycine) e vez
kaozeadennoù
brezhonek. Titouroù : 06 08 24 80 26, 02.98.83.30.41 pe
tiarvroleon@[EMAIL PROTECTED]
bep eil merc'her eus ar miz, adalek teir eur e sal Jacq Henvig,
abardaevezh e brezhoneg en-dro d'ur banne kafe ;
- bep trede yaou ar miz 18e30-20e, e ti Sked Brest, emgav gant ur
skrivagner
- d'ar sadorn 10e-11e30 e ti Sked Brest, Kafe brezhoneg, da eskemm gant
brezhonegerien.
Amañ ho kemennoù personel, kinnigoù labour hag all, da skouer: traoù da
werzhañ, da feurmiñ, klask war ul labour, babysitter, servijoù, menajoù pe
er c'hontrol kinnig servijoù... e brezhoneg.
-(...)
a.. TRAOU DA LENN "Paotred an ognon", "An Tri Aotrou", daou levr aes da
lenn an Tad Medar, hag holl levrioù "Ar vuhez kristen Rosko" a c'heller
kaout evit netra diganeomp. Kantadoù a zo bet roet deomp da skignañ.
Niverennoù ar gelaouenn Imbourc'h ivez. tgwilhmod@[EMAIL PROTECTED]
OUZHPENNAÑ ER RENABL :
Gousperou ar sul e chapel Minihi Levenez : bep sul da 6 eur abardaez
Oferenn d'ar merc'her e chapel Minihi Levenez : bep Merc'her da 6 eur 45
abardaez.
Trugarez vras d'ar re a zegas o zammig skoazell da greskiñ ar renabloù war
gement tra a denn d'ar brezhoneg "Etre ar Faou ha Landerne". Skrivañ deomp


|