Talk About Network

Google


Register and Login
Nick
Password
Register create new account Sign up is FREE and you can post replies, new topics, bookmark posts and more!
Recover lost password


Culture > Breton > Bro-Leon eo va ...
Latest [ Topics | Posts ] Archive Post A New Topic Post a Reply
<< Topic < Post Post 1 of 1 Topic 1855 of 2261
Post > Topic >>

Bro-Leon eo va bro, an heul

by Broc <Brocalan@[EMAIL PROTECTED] > Jan 18, 2008 at 09:33 AM

Bro-Leon eo va bro

Louis Elegoet : Da genta, atao 'm-eus bet eun tamm c'hoant da anouad
istor va farrez, va rannvro, abaoe pell 'zo, Breiz, istor Breiz.
=2E... Ouspenn e vezem poultret mad d'ober an dra-ze rag gweled a reem e
oa dedennet ar skolidi gand istor tost diouto, da skwer pa gomzem deuz
K=EArilien e Gwineventer, eur g=EAr deuz mare ar Romaned.

Abaoe pell 'zo ivez 'm-oa c'hoant gouzoud ha moien evedo d'ober istor
eur famill deuz ar re zimpla... Setu goude beza greet eun tamm
jenealogiez 'm-eus sonjet studial nemetken lignez va mamm peogwir o-
doa bevet e-pad pell er memez parrez.

Kemeret 'm-eus pevar anezo, da genta unan a oa bet peizant ha
marhadour lin, da lavared eo eur << julod >> ha na ouie ket skriva, eun
all kant vloaz war-lerh, bet ar m=EAr ha barner a beoh e-pad an Dispah
braz, eun digarez da weled e giz-se petra vedo bet an Dispah e parrez
Plouider, eur mare birvidig heman gand tud hag a oa dre vraz evid an
Dispah. (Nesen, skeudenn hengounel ag ur Vro-Leon roueour a zo faoz.
Broc)


Bro-Leon, hervezoh, a hell beza gwelet evel eur bersonelez orin 'touez
korniou all e Breiz.

Ya, kaoud a ra din. Pa'z on eet d'ar Skol-Veur e welen en-dro din, tud
a-oad ganin, lod o tont deuz a ziwar ar m=EAz, tud deuz k=EAr,
personeleziou tost pe dishenvel diouzin. Med e welen ivez reou all a
deue deuz Kerne, Bro-Vigoudenn, tro Kemper, Elliant, mignoned din ha
n'o-doa ket ar memez kom****tamant ha me, ha ne zonjent ket henvel.

Troet vedont d'en em ziskouez kalz muioh eged Leoniz. Unan bennag all
ivez, deuz kostez Treger, ha souezet e vezen memez o weled ar re-ze,
'doa ket aon koll maread amzer. Bez' e oa pemp pe c'hweh hag a
anavezen mad, 'm-oa darempredou mad ganto, hag int a-wechou c'hoarie
ping-foot eun devez a-bez. Me 'mije kavet di=EAz ober an dra-ze, se ne
ree ket parti deuz ma zevenadur.

Desket 'oa bet din : arabad koll amzer. An dra-ze a verke ahanon ha
traou all. Kelennet 'm-eus e Kastellin hag eno e oa dreist-oll
Kerneviz, ha Leoniz a oa ivez, hag e welen kemmou etrezo ha kemmou a-
bouez a wechou. An dra-ze a blije din, beza er-m=EAz deuz va horn-bro ha
gweled tud all.

Bet on bet ivez er Senegal evid ar hooperasion evel ma veze lavaret,
hag eno vedo maread tud deuz kostez Toloza, Bourdel. Ar pez a welen ar
muia eo e oent tud a gemere plijadur, paz atao o labourad, tug hag a
ouie beva. Ni, Leoniz, ne ouezom ket ober an dra-ze, male=FCruzamant.
Sonjal a ran an dra-ze abaoe pell 'zo. Aman, labourad, labourad,
arabad koll amzer, poania, kaoud poan war an douar. An dro-spered-se,
mod pe vod, a gendalh, 'gav din, da verka an dud.

Setu on deuet da zonjal : perag al Leoniz a zo e mod-se... ? Evid klask
respont d'ar goulenn-se, dioustu goude ar Juloded, on kroget da zastum
danvez evid ober al leor-man, << Istor Bro-Leon >>. Aliez a-walh e
klevan tud hag a lavar : << An dra-ze 'zo amzer dremenet ; laoskom an
dra-ze a-gostez ! >>. An dra-ze a zinifi ne ehanont jamez da denna
gounid deuz an amzer dremenet evid ren o buhez ha n'o-deus ket c'hoaz
en em rentet kont deuz an dra-ze. Aliez kenan e klevan se. Ouspenn ma
vije ranket komz deuz an dazond, e chomjent boud buan. Red eo klask ar
pella ma vez gellet.

Pal al leor-man neuze a zo bet klask gweled ha kompren penaoz a-hed ar
hantvejou eo deuet war-wel personelez Bro-Leon ?

Klasket 'm-eus diskouez an dra-ze ar muia m'am-eus gellet, en eur
ziskouez ivez ar hemmou entre ni aman, Leoniz ha Tregeriz, pe
Kerneviz. N'eo ket =EAz, med kaoud a ra din beva kavet abegou d'ar
hemmou-ze kenetrezom ?  Dre vraz e sonjan ez eo ar relijion, ha pouez
ar relijion, eo 'deus greet al Leonad abaoe kantvejou ha kantvejou.

Med perag ar relijion 'deus kement-se a bouez e Bro-Leon ? Beleien a
oa ivez e Treger, ha tud ar rannvroiou-ze n'int ket bet levezonet
kement.

Se eo ar gudenn vrasa. Perag ? Kaoud a ra din eo bet kristennaet muioh
Leoniz eged ar re all. Marteze, abalamour d'ar poent ma'z eo deut ar
Vretoned da jom aman en Arvorig e oa muioh a veneh pe a veleien ganto,
hag a re-ze o-deus merket an dro-spered.

Ha niveruz e oa ar Vretoned euz an tu all o tond aman ?

Ya, diwar ar pez a heller gouzoud abalamour ez eus aman kalz muioh a
anoiou parreziou greet gand << Plou >> pe gand << Gwi >> eged n'ez eus el
lehiou all. An dra-ze zo fr=EAz1 : 43 % deuz an anoiou a zo greet gand
<< Plou >>. E Bro-Dreger n'eus ket 30%, e Kerne nebeutoh c'hoaz. Kalz
muioh eged e leh all ez eus ivez deuz anoiou-lehiou ma vez greet gand
<< Lan >>, ha se a zegas da benitiou diazezet gand meneh etre ar Pempved
kantved hag an Eihved kantved, hag a zo niverusoh aman eged er
rannvroiou all. Leor Albert Deshayes 'n-eus servichet din evid se rag
enna=F1 e kaver an oll anoiou-lehiou-ze. Kalz muioh o groaziou-hent a zo
bet savet aman er Grenn-Amzer eged  e departamant Penn-Ar-Bed.

En Aochou-an-Arvor nag er Morbihan n'eus ket greet eul labour
talvouduz evel hini Yves-Pascal Castel evid renabli ar hroaziou,
siwaz. Med evid pez a zell departamant Penn-ar-Bed e heller lavared
80% deuz ar hroaziou savet er Grenn-Amzer a zo e Bro-Leon. Med ma oa
en em gavet muioh a Gelted deuz Breiz-Veur aman eo dre ma'z eo dabord
an tosta evito, hag aman o-doa kavet douar da lakaad da dalvezoud hag
en em gavent aman gand tud damhenvel2 outo.

Goude 1950 al lamm er vuhez vodern, daoust hag ez eo bet greet e Bro-
Leon gwelloh pe en eun doare orin e-ke=F1ver pez a zo bet greet e lehiou
all e Breiz, er Fra=F1s ?

Tuet on da zonjal eo bet krenvoh aman eged e leh all e Breiz, ha
c'hoaz muioh eged e Bro-Hall. Perag ?

=2E..... Med pa wel penaoz e lakont al laboriou-douar da vond war-raog e
teu da zonjal, ez int prest atao da lammad war an teeknikou modernna.
Labourerien int, tud urziet mad int, siriuz gand o labour, med marteze
n'int ket troet kement-se da brofita deuz ar vuhez.

Ha memez en deiz a hirio ?

Ya, kaoud ra din. Me a lavar an dra-ze diwar-benn Leoniz, med marteze
eo gwir evidon ivez. Me 'zo eul Leonad.

Tud 'zo c'hoaz hag en em zant deuz Bro-Leon. Souezet on pa welan
pegement a gevredigeziou o-deus ar ger << Leon >> en o anoiou, da skwer
<< Tro Bro-Leon >>, << Transl=E9onarde >>, << Lyc=E9e du L=E9on >>, <<
Jardi=
n du
L=E9on >>, ouspenn kant 'm-eus kontet.

Pegeid amzer dre vraz 'peus kemeret evid ober al leor-man ?

Dre vraz, eur bloavez hanter. Danvez 'm-boa dastumet abaoe pell 'zo,
prederiet 'm-oa diwar Bro-Leon abaoe pell ivez. Ar pez 'zo bet an
di=EAsa din eo lavared ar muia ma heller a draou gand an nebeuta, ar
gwella a heriou. Ne hallen ket skriva kement hag am-ije bet c'hoant,
'benn ar fin n'on ket diskontant, med nehet on bet er penn kenta. Mez
pez a gont eo rei tro da bep hini gouzoud traou 'zo diwar-benn e
istor. An dra-ze a blij din.
 




 1 Posts in Topic:
Bro-Leon eo va bro, an heul
Broc <Brocalan@[EMAIL   2008-01-18 09:33:18 

Post A Reply:
  Go here to Signup

AddThis Feed Button


About - Advertising - Contact - Frequently Asked Questions - Privacy Policy - Terms of Use - Signup

Contact
tan12V112 Fri Dec 5 6:21:47 CST 2008.