Fa=F1ch Luzel a zo ur guerhour breizeg deuz ar wellan, ha lod ag =E9
werzennou a zou bet imbannet =E9 lior skol skrivet ged Viktor Ar Bozeg =E9
1933 . Nesen am-eus klasket gouzoud mui di=E0rneho=F1. Ha chetu ar p=E9h
m-
eus kavet =E0r Internet =E9 brezoneg.
Fran=E7ois-Marie Luzel a oa bet ganet d'ar 6 a viz Mezeven 1826 ha
marvet d'ar 26 a viz Hwevrer 1895, ha bez' e oa anehan eur folklorour,
da lavaroud eo eun den hag a studie sevenadur ar bobl hag eur barz
brezoneg a zo bet graet << Barz Treger >> anehan gand e genvroiz.
Anaouet eo ivez stumm brezoneg e ano, Fa=F1ch an Uhel, ha sinet en-deus
meur a varzoneg dindan an ano Fa=F1ch ar Moal.
Limaj Fa=F1ch an Uhel e Plouared. (=E9r hreist=E9i a Lannuon)
Diwar-benn e ano
Tud zo o-deus bet skrivet e oa bet roet dehan an anoio=F9 << Fa=F1ch an
Uhel >> ha << Barz Treger >>, << war-lerh e varo gand ar vroadelourien
>> (sic). Rag a-hervez eo red beza broadelour evid mond beteg
brezonekaad e ano.
* E 1856 en-doa embannet eun dastumad barzonego=F9 galleg anoet "Les
Chants de l'=C9p=E9e", ha sinet gantan Franc=E8s-Mary an Uhel.
* E 1943 e oa bet embannet eun dibab euz e varzonego=F9 brezoneg anoet
Ma C'horn-Bro, ennan eur ragskrid sinet gand ar hlasker Joseph
Ollivier. Eun notenn a zo e pajenn kentan ar ragskrid :
<< E diegez a veze anoet An Uhel, e Plouaret ha tro-dro ; hen ivez pa
ne gemere ket eul leshano bennag, a sine e soniou hag e werziou Ann
Uc'hel (pe Ann Hu=EBl, pe Ann Uhel)... >>
* E dibenn al leor-se ez eus eur roll euz e oll varzonego=F9 brezoneg :
120 bennag zo aneho. 10 aneho zo sinet gand unan eus stummo=F9 e ano.
E vuhez
Ganet e oa e maner Keramborn, a oa neuze e parrez Plouared, (=E9
kreist=E9i a Lannuon hag =E9 kornog a Wengamp, tost d'ar penn-ar-bed =E9r
mer=F9ent) p'ema breman er C'houerc'had (pe ar Hoz-Varhad). E dad a oa
Fran=E7ois hag e vamm a oa Rosalie Le Gac, labourerien-douar. E
Keramborn e veze beilladego=F9 aliez, rag honnez e oa plijadur tud ar
m=EAzio=F9, dreist-oll e-pad nozvezio=F9 hir ar goanv. E skol ar bourk e
reas anaoudegez gand al livour Yan Dargent, a oa da veza unan euz e
fealan mignoned.
Abalamour d'e eontr ar Hwero (Le Huerou) a oa kelenner istor e Skolaj
Roueel Roazon eo e hallas mond di d'ober e studi ha da dremen e
vachelouriez. Sur-mad e hir=EAze, da noz e sal-gousked ar skol, d'e Vro-
Dreger ha da veilladego=F9 Keramborn, hag e wiske aneho en eur vantell
romantel.
Deuet e-m=EAz ar skol e sonjas mond da vedisin war vor, hag evid-se eo
ez eas da studia da Vrest. Dilezel a reas ar studi-se avad ha klask a
reas mond da gelenner. E gwirione e oa mestr-studi (evel tudenn al
leorio=F9 Le Petit Chose, Le Bachelier, pe David Copperfield) ha ne gave
ket tamm labour stabil ebed. E 1858 e kelenne e lise Naoned ha goude
un nebeud mizio=F9 e oa o labourad en eur burevo e prefeti Roazon ma
reas anaoudegez gand Adolphe Orain, a vo folklorour Bro-Roazon.
Goulenn a reas digant Ministrerez an Deskadurez beza anoet da glask
war-lerh dornskrido=F9 koz dre Vreiz-Izel, ha sikouret e voe gand an
Tregeriad all Ernest Renan da gaoud eur yalhad a-berz-stad evid se.
Dond a eure a-benn da zastum evel-se eun toullad mad a gontadenno=F9, a
ganaouenno=F9, hag a bezio=F9-hoari koz, ma hallas sevel ganto meur a
leor. Ar peb brasan avad a voe dastumet e Treger ha Marharid Fulup,
euz Pl=FBned, eo an hini a zegasas dehan ar muian a zanvez.
E 1868 eo e krogas da embann an danvez dastumet. Da gentan e teuas er-
m=EAz ar hentan euz ar pevar leor a ya d'ober Gwerziou ha Soniou Breiz
Izel. Er bloaz war-lerh ec'h embannas al leorad kentan a gontadenno=F9,
Contes et R=E9cits populaires des Bretons armoricains.
Tabut Barzaz Breiz
E 1872 e oa e Kendalh an Association bretonne (Kevredigez Breiz) e
Sant-Brieg hag eno e lennas eur skrid a damalle da Gervarker, oberour
Barzaz Breiz, beza embannet, 33 bloaz a-raog, kano=F9 ha n'en-doa ket
gallet klevoud. Tabut a savas diwar-se, nahet e voe embann e skrid
gand Kevredigez Breiz, ma rankas an Uhel e embann e-unan. Ouspenn kant
vloaz e padas tabut Barzaz Breiz. En eun dezenn e skrivas Francis
Gourvil e 1960 e oa bet ijinet kano=F9 al leor. Diwezatoh e skrivas
Donatien Laurent e oa bet kemmet kalz ar hano=F9 gand Kervarker, nemed
atao (war-bouez nebeud) en-devoa labouret diwar gano=F9 dastumet pe
adskrivet gantan e-unan.
Euz 1874 da 1880 e labouras evel kelaouenner politikel er gelaouenn
republikan l'Avenir de Morlaix (=3D Amzer da zoned euz Montroulez).
Goude e voe barner a beoh e Daoulaz. E 1881 e kavas labour stabil a-
benn ar fin evel dihellour e Dihelldi Departamant Penn-ar-Bed, e
Kemper. Eno e reas anaoudegez gand Anatol ar Braz, a oa o kelenn el
lise, hag a zeuas da veza diskibl dehan pa zastumas kontadenno=F9 ivez,
nemed ne embannas ket aneho en o yez orin, hag a reas enklasko=F9
eveltan diwar-benn ar hoariva brezoneg koz.
Nahet kelenn brezoneg
E 1888 e skrivas da Renan evid ma houlennje digand Ministre an
Deskadurez rei=E9n aotre da Anatole Le Braz da gelenn brezoneg e lise
Kemper. Goulenn a reas Renan, met nahet e voe an aotre.
Bloavezio=F9 diwezan
Anoet e voe an Uhel da guzulier-k=EAr evel republikan, ha kemer a reas
perz e Kevredigez Hendraouriez Penn-ar-Bed, a oa renet gand
Kervarker. E 1895 e varvjont o-daou, ar republikan yaouank a-raog ar
beskont koz.
Penaoz e laboure ?
* Evid ar gwerzio=F9 ha soniou en-deus klasket rei ar stumm a gleve, pa
venne ober labour skiantel.
* Evid ar hontadennou e oa eun tamm mad dishenvel.
Ne gomprene ket al << labour skiantel >> en heveleb doare. Dehan ne
dalveze ket ar hontadenno=F9 dre ar yez nag evid o yez. Ne oa nemed an
danvez, steuenn ar gontadenn, hag a oa enne talvoudegez skiantel. 1=B0
Goude skriva eun diverran euz ar gontadenn klevet gantan eh adsave
anehi en e gambr. 2=B0 Diwezatoh e troe ar skrid e galleg evid an
embann, o klask chom tost d'an troienno=F9 brezoneg a-wejo=F9.
* Skrivet en-deus (lizer meneget en eur pennad gand Fran=E7oise Morvan
el leor Contes Bretons) e veze implijet an amzer-vreman gand ar
gonterien dreist-oll, hag e lak=EA an amzer dremenet en droidigez.
Hervez Fran=E7oise Morvan neuze en-dije implijet an amzer dremenet e
brezoneg evid ober evel e galleg (pajenno=F9 178 ha 179 euz al leor).
* Ma ve kavet stummo=F9 euz Treger dreist-oll en e skrido=F9, e kaver ive
stummo=F9 euz Leon, hag a-wejo=F9 euz Kerne, beteg e kontadenno=F9
dastumet
e Plouared.
Tonio=F9
Siouaz ne oa ket bet notennet tonio=F9 ar gwerzio=F9 hag ar sonio=F9
gantan.=
Gand ar soner Maurice Duhamel e oant bet dastumet diwezatoh, etre 1909
ha 1912, digand kanerien dishenvel diouz ar re o-doa kanet dirag An
Uhel. Embannet en-deus an tonio=F9-man, koulz ha re enrollet gand an
Aotrou Vall=E9e war pladenno=F9 koar , en e leor "Musiques Bretonnes" deut
er-m=EAz e 1913.
Embannadurio=F9 brezoneg
* Bepred Breizad, diouyezeg, Montroulez, Hasl=E9 1865. E embannadur
kentan e brezoneg avad e voe an dastumad barzonego=F9 brezoneg ha galleg
Bepred Breizad, e 1865. Kana a ra ennan Breiz, he fobl, he yez... peadra
da veza lakaet da vroadelour en amzer a hiziou ! (E 1943 el leor Ma
c'horn bro, eo moarvad ar memez barzonego=F9 a gaver heb ar galleg).
* Gwerziou Breiz-Izel , daou leor, an Oriant, 1868 ha 1874.
* Soniou Breiz-Izel , daou levr, Pariz, 1890 ha 1891.
* Kontadennou ar bobl e Breiz-Izel, Kemper, ar Gwaziou, 1939.
* Ma c'horn-bro, Kemper, ar Gwaziou, 1943.
* Gwerzio=F9 koz Breiz, Al Liamm, 1970. Eun dibab gwerzio=F9 evid ar
studierien.
* Kontadenno=F9 ar Bobl, 5 levrenn, Al Liamm, 1984, 1985, 1988, 1989,
1994.
Embannadurio=F9 all
* Sainte-Tryphine et le roi Arthur, Quimperl=E9, Clairet (1863)
* Chants et chansons populaires de la Basse-Bretagne, Gwerziou I
(1868)
* Contes et R=E9cits populaires des Bretons armoricains (1869).
Embannadur nevez: PUR, Terre de Brume (1996), skrid kinniget ha
diazeet gand Fran=E7oise Morvan, ragskrid gand Nicole Belmont.
* De l'authenticit=E9 des chants du Barzaz-Breiz de M. de La Villemarqu=E9
Saint-Brieg, Guyon (1872)
* Chants et chansons populaires de la Basse-Bretagne, Gwerziou II
(1874)
* Veill=E9es bretonnes (1979) (embannadur nevez : PUR ha Terre de Brume,
2002, skrid kinniget ha diazeet gand Fran=E7oise Morvan).
* L=E9gendes chr=E9tiennes de Basse-Bretagne Paris, Maisonneuve (1881)
(embannadur nevez: PUR ha Terre de Brume, 2001, skrid kinniget ha
diazeet gand Fran=E7oise Morvan)
* La Vie de Saint Gwennol=E9, Quimper, Cotonnec (1889)
* Chants et chansons populaires de la Basse-Bretagne, Soniou (1890)
Leorio=F9
* P. Batany, Luzel, po=E8te et folkloriste breton. 1821-1895 Roazon,
Simon (1941).
* Fran=E7oise Morvan, Fran=E7ois-Marie Luzel, Terre de Brume - PUR, Roazon
(1999).
* Joseph Ollivier, Les contes de Luzel (Ragskrid gand Per Denez,
suivie d'une Postface sur "Contes Bretons" PUR-Terre de Brume, 1994,
Hor Yezh, 1995 ISBN 2-910699-11-0.
* Maurice Duhamel, Musiques bretonnes. Rouart, Lerolle et Cie, Paris,
1913. Adembannet gant Dastum e 1997.
Skrivet diwar-benn Fa=F1ch an Uhel
Skrivet gand Fran=E7oise Morvan er goudeskrid d'al leor Contes Bretons
de Luzel (PUR/Terre de Brume, 1994).
*
o ...embannadur ar hontadenno=F9 dornskrivet gand Al Liamm ...bet laket da
adskriva en eur skritur anoet << peurunvan >> a ra aneho skrido=F9
standardekaet kempred en eun doare faoz. (p. 180)
*
o O zalvoudegez ... eo diskouez Luzel o sevel war eun dro an doare-
skriva, an ereadurez, ar heriaoueg eur yez skrivet ha n'eus ket anehi
e gwirione, hag a zo ar gomz-pl=EAn vrezoneg, n'eo ket komz pl=EAn ar
sarmonio=F9, met yez ar bobl, a rank treuzskriva evid ar wech kentan.
*
o Gweloud ober al labour-se dirag on daoulagad, hag ober anehan dre an
droidigez, diwar gudenno=F9 an tremen euz an eil yez d'eben, sede petra
a ra deho beza a-vreman, heb o far.
Diskiant ar brezoneger a sonjfe eo galloud lenn ar yez orin aneho a ra
o zalvoudegez .
*
o ...ar yez, fi=F1vuz, kemmuz, strewet en he hant doare da gomz, a ro
dehan eur frankiz a glask lakaad da vale dorn-ha-dorn gand reuter an
unvani desket er skolio=F9 gall
*
o ... an doare-skriva ijinet gand Luzel... a ziskoez eur preder kaset en-
dro gand ar hoant da =EAsaad ar hompren...
Doareo=F9-skriva zo ha n'int ket graet evid =EAsaad ar hompren.
*
o ... e zibabo=F9 e-ke=F1ver an doare da skriva a ziskoez eur spered digor
enebed-krenn ouz reuter reizenno=F9 La Villemarqu=E9 hag a ya a-unan kenan
gand nah lakaad ar bobl da blega d'eur yez << gwellaet >> ha glanoh a
ouenn ...
Ha pa gomzer euz glanded ar ouenn n'emaom ket pell, anat, euz an
naziegezh.
Liammo=F9 diav=EAz
http://www.communautarisme.net/grib/Sur-l-edition-de-Luzel-de-l-usage-des-co=
pies-contre-les-manuscrits-ou-Le-dogme-contre-le-peuple_a28.html
Adtapet diwar "http://br.wikipedia.org/wiki/Fa%C3%B1ch_an_Uhel"
Rummad: Skrivagnerien vrezhonek | Skrivagnerien Breizh
Boest ostillou
* Pajenno=F9 liammet
* Heulia=F1 al liammo=F9
* Pajenno=F9 dibar
E yezo=F9 all
* Catal=E0
* Cymraeg
* Espa=F1ol


|