Talk About Network

Google


Register and Login
Nick
Password
Register create new account Sign up is FREE and you can post replies, new topics, bookmark posts and more!
Recover lost password


Culture > Breton > BREZHONEGENILIZ...
Latest [ Topics | Posts ] Archive Post A New Topic Post a Reply
<< Topic < Post Post 1 of 1 Topic 1874 of 2261
Post > Topic >>

BREZHONEGENILIZ (listenn skignań)

by "T. Gwilhmod" <tgwilhmod@[EMAIL PROTECTED] > Feb 7, 2008 at 06:01 PM

Amań da heul e vo kavet titouroł war ar pezh a zo e brezhoneg e buhez an 
Iliz e Breizh. Oferennoł dreist-holl, a zalc'h da vezań lidet ingal e yezh

ar Vro "evit gloar Doue ha Silvidigezh ar bed".

Traoł all a zo, hogen pep tra a zo bresk hag a zalc'h hepken diwar-bouez 
dalc'husted un nebeut tud. Ra gemerimp perzh enno alies eta, ha ra vrudimp

anezho, rak kaer a zo ober, ar wask brezhonek ne ra morse anv anezho pe 
dost. Dizingal e teu er-maez al listenn-skignań-mań, da lavarout eo : p'en

em gav ar c'heleier ganeomp... p'en em gavont ! Goulenn a reomp eta ouzh
pep 
hini degas keleier p'en devez tro da glevout anv eus un dra ben**** aozet e

brezhoneg evit ar Gristenien. Trugarez dezho a-berzh an holl zegemerien a 
venn bezań kelaouet war ar pezh a c'heller da gaout e brezhoneg en Iliz. 
Kaset eo bet ar c'helc'hlizher-mań da nebeut-tre a dud evit c'hoazh 
(nebeutoc'h eget hanter kant) : ma anavezit chomlec'h internet 
brezhonegerien gristen e kavint gras o resev keleier a-drugarez deoc'h.




T. Gwilhmod tgwilhmod@[EMAIL PROTECTED]
 Emglev An Tiegezhioł,




Div vandenn-dreset nevez embannet gant Minihi Levenez :

"Troioł-kaer Loupio" (skritur peurunvan)

http://minihi.levenez.free.fr/degemer.html




..

Kanadeg gant Allah's Kanań e Trelevenez d'ar c'hentań a viz meurzh da 7
eur 
noz (goude an oferenn).

Pred miziek an oferenn vrezhonek e Minihi Levenez : bep trede sadorn ar
miz 
goude an Oferenn. D'an 8 a viz Meurzh eo an hini da zont : n'eo ket dav 
lakaat e anv en a-raok.




Oferennoł lidet ingal

- e Kemper, bep sul kentań ar miz, 8e 45 e chapel an Iliz Veur

- e Landerne, bep trede sul ar mizioł ampar da 9 e 45 (iliz sant Tomaz)

- e Trelevenez, bep sadorn (da 18 eur etre an Hollsent ha Pask, betek an 8
a 
viz Meurzh ar bloaz-mań : d'an 20/3 ne vo ket a oferenn; da 19 eur adalek
ar 
Yaou Gambr-lid ha derc'hent an Hollsent; Beilhadeg Pask a vez lidet da 21
e 
30 ar sadorn) ha bep merc'her (18e 45) e chapel Minihi Levenez ; evit 
Nedeleg ha Pask e vez war-dro 21 eur en iliz ; lidoł da 18 eur da yaou 
Gamlid ha Gwener ar Groaz.

- e Lannuon bep sadorn diwezhań ar miz da 6 eur noz e chapel Sant Pźr ar 
Rusked

- e kantonioł Kastell Paol ha Landivizio e vez un oferenn ur wech ar miz,
tu 
pe du er c'hanton.

  a.. evit ar Mor-bihan eo gwelloc'h goulenn titouroł digant Santez Anna 
Gwened (Eskopti Gwened) 
http://catholique-vannes.cef.fr/site2/03-01-SantezAnna.html

- evit Aodoł an Arvor, sellout ouzh 
http://perso.orange.fr/paroisse-guingamp/Breton2.html

  a.. evit Penn ar Bed ez eus lec'hienn Minihi Levenez (Eskopti Kemper ha 
Leon) http://minihi.levenez.free.fr/


Oferennoł da zont (sellout ivez er pennad a-us evit Lannuon da skouer) :

- sadorn 15 a viz Meurzh : Festival Pask da 20 eur er Folgoad

sul 16 a viz Meurzh : sant Tomaz Landerne 9e 45 (klask a reer e lakaat da
10 
e 30)

d'ar sul 30 a viz meurzh e Kastell-Paol (Iliz Veur) : oferenn e galleg ha 
brezhoneg.

Pardon Sant Gwenole hag ar vrezhonegerion yaouank : 8 a viz Mae.




Pardonioł brezhonek

- er Folgoad : derc'hent eil sul miz Gwengolo da 18 eur.b Da 16 eur e
loc'h 
ur birc'hirinadenn e brezhoneg 7 km diouzh chapel Landouzen an Dreneg evit

en em gavout da 18 eur er Folgoad.

- Er Folgoad e miz Mae : "ar Pemp sul" : sulioł miz Mae ha Yaou Bask, da
10 
eur.

- e Rumengol : da 18 eur derc'hent sul an Dreinded ha derc'hent ar 15 a
viz 
Eost ;

- Lun ar Pantekost : Pardon sant Urfol er Vourc'h Wenn

- sul kentań miz Gouere : Pardon Landouzen an Dreneg : Pred ha c'hoarioł
da 
heul

- e Landouzen An Dreneg : da 11 eur da sul kentań miz Gouere ; pred ha 
c'hoarioł da heul

- e Santez-Anna-Wened : da 9 eur e kloastr ar Penniliz , Oferenn Santez
Anna 
patronez Breizh.

- e Lokildud Sizun : da 10e 30 prosesion 11 eur Oferenn da sul diwezhań
miz 
gouere.

- e Bodiliz : 11 eur Gouel Maria Hanter-Eost.

- e Lokmaze An Dreneg : da 11 eur ar sul war-lerc'h an Hanter-Eost. Pred
ha 
c'hoarioł da heul (rugby strobet, dominoioł)




Pirc'hirindedoł :

gant Minihi Levenez e vez kinniget daou e-pad an hańvezh 2008

1- E Kernev-Veur, eus ar 14 d'an 21 a viz Mezheven 2008, war roudoł sent 
Breizh (Gwenole, Paol a Leon, Kaourintin, Maodez, Tudi, Ke...)

2- Iwerzhon ha Bro-skos, 25 gouere-9 eost (div sizhunvezh) : dre vras,
Menez 
sant Padrig, al Lough Derg (purgator sant Padrig) ha war roudoł sant Koulm

betek Iona e Bro-Skos.




Abadennoł kristen e brezhoneg war ar skingomz :

=) Radio Sklaerded (eskopti Sant Brieg & Landreger) 102.1 pe 98.8: Abadenn

ar sadorn da 9 eur

=) Radio Kerne 90.2 hag Arvorig FM 91.7 (ha war ar genrouedad : 
http://radio.stalig.com):
Abadenn ar sul da 9 eur (Aviel ar sul, sarmon ha

kantikoł) d'ar sadorn (derc'hent) e vez skignet da 18 e ar memes abadenn

=) Radio An Aodoł (eskopti Kemper) (89 - 92.6 - 96.7- 99.6 - 105.2):
Pedenn 
an deiz, bemdez da 8 eur 30 nemet d'ar sadorn 7e 20 ha d'ar sul 8 eur 15.

d'al lun, da 8e abardaez ha d'ar sadorn da 6e30 abardaez : Musikoł santel 
hor bro (55 mun)




Lec'hiennoł da welout a denn d'ar feiz e brezhoneg :

- sellout ouzh roll an oferennoł ingal dre zepartamant ;

  a.. Ar c'helc'hlizher-mań, "Brezhonegeniliz" a gaver aze : 
http://kannadig.chez-alice.fr/brezhonegeniliz

- http://koantik.googlepages.com/brezhonegenoverenn


  a.. Pedennoł pennań ar c'hristen : 
http://catholique-saint-brieuc.cef.fr/pedennou-kristen


DA SELAOU : - kantikoł nevez : http://minihi.levenez.free.fr/overenn.html

.... ha kozhoc'h : http://perso.orange.fr/per.kentel/frame_par_genre.htm

Lec'hienn Allah's kanań Allah's kanań war myspace

Katekizerezh:

E Landerne, daou strollad (CE ha CM) a bep eil bep pemzetez e sal ar
barrez 
etre 10e 30 ha kreisteiz.;

E Lannuon hag e Gwengamp ez eus ivez.

Katekiz er gźr gant Minihi levenez ez eus daou gaier. Emglev An Tiegezhioł
a 
c'hell sikour ivez tgwilhmod@[EMAIL PROTECTED]
 Katekiz : ur raktres a zo evit 2008 :

Kamp Katekiz miz Eost 2008

Evit ar vugale etre 8 ha 13 vloaz. Kinnig a ra an Aotrou Talbot a-berzh 
Mignoned Feiz-ha-Breizh/ Breuriezh Sant Erwan ar sizhunvezh 17-23 a viz 
Eost. Ezhomm en deus eus skoazell an holl evit kas ar raktres-se da benn :

Bugale da gatekizań, tud en oad d'ober war o zro (kentelioł, evezhiań
outo, 
ar gegin...). Komzomp en-dro deomp eus ar raktres-se ha deomp e darempred 
gantań : Yann Talbot Presbital kozh Brelevenez 22300 Lannuon

Pg: 02 96 48 05 51




Kemennoł prevez :

1. Klask a zo war niverenn 35 Kannadig Imbourc'h "Darn voutin Nedeleg
sizhun 
I ha II levrenn III".

2. Evit netra :

- embannadurioł a liderezh BARR HEOL,

- Ar Rozera embannet gant Ikonenn Mari, gant ar Misterioł Skedus ouzhpenn

- Pedenn da Itron Varia ar Veleien

  a.. Levrioł "Ar vuhez kristen" Rosko war Sant Frańsez Asiz (4 levr), 
santez Elizabed a Hongri, Fatima, Buhez Hor Salver Jezuz-Krist... 
tgwilhmod@[EMAIL PROTECTED]

 




 1 Posts in Topic:
BREZHONEGENILIZ (listenn skignań)
"T. Gwilhmod" &  2008-02-07 18:01:56 

Post A Reply:
  Go here to Signup

AddThis Feed Button


About - Advertising - Contact - Frequently Asked Questions - Privacy Policy - Terms of Use - Signup

Contact
tan12V112 Fri Dec 5 6:33:01 CST 2008.