Talk About Network

Google


Register and Login
Nick
Password
Register create new account Sign up is FREE and you can post replies, new topics, bookmark posts and more!
Recover lost password


Culture > Breton > Pan oun eit d'e...
Latest [ Topics | Posts ] Archive Post A New Topic Post a Reply
<< Topic < Post Post 1 of 1 Topic 1876 of 2261
Post > Topic >>

Pan oun eit d'em wele...

by Broc <Brocalan@[EMAIL PROTECTED] > Feb 9, 2008 at 09:18 AM

PAN OUN EIT D'EM WELE E OAN KEODEDAD GALL....

                        HAG AM-EUS DIHUNET SUJET ****TUGALAD !

Pecaire ! dija evel keodedad gall am-boa nemed nebeud a zroedou : an
hini da voueza peb daou pe dri ble eid kandidated a ne oant ket bet
choejet gand ar bobl ; heb gelloud da skwer vota eid kresk an
ekonomiez en Arvern peogwir ar hornadou-bro pobletan a zo reprezantet
muioh evid ar re all er parlamant.

El-ze ar hornadou-bro nebeud poblet, nebeud talvouduz evid ar
votadegou << broadel >>, a zo disprizet muioh-muian, ha dilezet peb wech
eun tammig meur.

E-barz ar hornadou-bro poblet ez om << beuzet >> etre an dud all, hag or
choej a zo neuze torret.
An dra-ze a zo gwir eid Arverniz a Bariz pe deuz al lehiou all er
hwehkogn. Med a zo gwir ive eid ar Provansiz en ho Provans zoken, e
peleh ind a zo << beuzet >> e-mesk ar hallaoued binvidig hag an arabiz.

Med erfin, eun droed teorik or-boa, an droed-ze heb efed, med a or r=EA
keodediz : an droed da voueza.

D'an nihour eur parlamant nevez-p=E9tainist e-neus groet eur wech all an
ober deuz gouhere 1940 a ziverke ar republik.

An direktivou europad a dorr ar lezennou gall.

Ha piou a ren an Europ : eur ****tugalad, penn-renour ar gomision
european.

Ezel erbed deuz ar gomision ne vez ket bouezet, na Barroso.

En e-neus ar gelloud exekutiv a-bez.
En e-neus an darn vrasan ag ar gelloud ober ar lezennou rag en nemed a
hell kinig eur lezenn. (ar parlamant n'en-deus ket ar gelloud-ze.
Nemed e hell asanta pe rehuiza eur lezenn)
En e-neus ar gelloud barnerez a-bez rag en a hell rehuiza demantou e
barnerez << eid rezonou deuz o****tunitet politik >> evel m'en-deus laret
da vaouezed serbian hag a oa bet palforset gand ar vilisianed musulman
bosniak. O zamant dirag ar barnerez european a voe nahet gand ....
Barrroso, ket gand eur barner, med gand Barroso.

Dre verr, an aotrou Barroso a zalh en e zaouarn an oll helloudou
exekutiv ha judisier, hag ar darn vrasan deuz ar gelloud lejislativ.

An dra-ze a oa galvet << la tyrannie >> gand Mountesquieu, ha ma skolidi
euz pevarved klas a oar an oll eo << la dictature >> ar ger a vreman eid
lared << la tyranie >> deuz amzer ag ar prederour.

Barroso a zo an diktator nevez war ar hwehkogn.

N'om ket na keodediz ****tugalad peogwir n'on-eus ket an droed da
voueza er ****tugal. Sujeted om adaleg breman deuz an alouberien
****tugalad.

Adaleg an noz deuz dilun da dimeurz, gand ar hentorfedourez deuz ar
parlamant gall, an embroidi ****tugalad e Frans a zo deuet boud
alouberien.
 




 1 Posts in Topic:
Pan oun eit d'em wele...
Broc <Brocalan@[EMAIL   2008-02-09 09:18:03 

Post A Reply:
  Go here to Signup

AddThis Feed Button


About - Advertising - Contact - Frequently Asked Questions - Privacy Policy - Terms of Use - Signup

Contact
tan12V112 Fri Dec 5 6:40:41 CST 2008.