Talk About Network



Register and Login
Nick
Password
Register create new account Sign up is FREE and you can post replies, new topics, bookmark posts and more!
Recover lost password


Culture > Breton > Taolenn "KANNA...
Latest [ Topics | Posts ] Archive Post A New Topic Post a Reply
<< Topic < Post Post 1 of 1 Topic 1898 of 1996
Post > Topic >>

Taolenn "KANNADIG ' IMBOURC'H, Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 54

by "T. Gwilhmod" <tgwilhmod@[EMAIL PROTECTED] > Feb 24, 2008 at 02:08 PM

Taolenn  "KANNADIG ' IMBOURC'H, Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 54 
Genver - C'hwevrer 2008 Priz : 2 ?






Notennoù war Istor Breizh (2/3) : Riek pe e gwazoniezh edo Dugelezh Breizh
?




D'ar gudenn-mañ a istor Breizh eo bet respontet a-viskoazh gant an 
istorourion c'hall edo e gwazoniezh, eveljust, evit reizhabegiñ gwelloc'h 
aloubadur ar Vro e 1488 ha feur-emglev 1532...




Notennoù war an Darvezadoù : gant Donwal Gwenvenez

Ar Meziennoù, Sarkozy ha Karla, ar mank a vugale en Europa a zo bepred un 
digarez evit lod da c'houlenn e vefe digoret frankoc'h c'hoazh dorioù
Europa 
d'an enbroidi afrikat pe aziat, ur c'houlzad bruderezh a lez da grediñ e 
vefe ar sioc'hanerezh un araokaat ; "Ar gerzhadeg evit ar Vuhez"; kinnigoù

Attali evit adluskañ ar greskidigezh er C'hwec'hkogn: labourat da sul ha 
kenderc'hel gant an enbroerezh daoust d'an 2.400.000 enbroad dilabour a 
gaver e Frans, hervez an INSE ; da betra e servij an "Deskadurezh Broadel"

mar n'eo ket gouest da stummañ reizh ar yaouankizoù a zo fiziet ennañ. «
Ur 
politikerezh a Sevenadurezh » ...




Lezenn ar Sul : gant Konhoiarn.

Pennad a zoueoniezh uhel (e brezhoneg eeun !) da ober d'al lenner kompren 
ster an Oferenn da Sul, d'ur mare ma klasker lakaat ar gatoliked da
labourat 
da sul, a-enep gourc'hemenn an Iliz.




Ar C'houroned Warlerc'hiet, gant Olavo de Carvalho lakaet e brezhoneg gant

Ewan Delanoy

Hervez Nietzsche, en dazont ne chomfe mui nemet daou seurt tud : ar 
c'houroned, an "ustud" (Übermenschen) hag an dud warlerc'hiet, an "istud" 
(Untermenschen)...




Nedeleg : an Darvoud Kaerañ : Homelienn Oferenn ar Pellgent Yann Talbot,
en 
iliz Sant Pêr, Ploubêr, bet skignet war Radio Breizh-Izel Kemper, d'ar 24
a 
viz Kerzu 2007.




Stagadenn da Zeizlevr Youenn OLIER Genver-Gwengolo 1943, gant Tepod
Gwilhmod

Disoc'h un enklask da c'houzout piv eo an dud a zo bet meneget gant Youenn

Olier en e zeizlevr dindan stumm pennlizherennoù hepken.




Keleier a bep seurt :




Lennet hon eus Tudjentil Breizh niv. 6 diskar-amzer 2007 : Pennadoù 
talvoudus war ar skaouted Bleimor, eveljust, hag o liamm gant Ololê, bet 
savet gant sekretour an Aotrou Perrot, Herri Caouissin. Ar pep dedennusañ
a 
vo gouzout daoust ha tu a vo da adsevel skourr ar skaouted Bleimor e metoù

Skaouted Europa (ul luskad bet savet gant Perig Keraod)...




E La Blanche Hermine niv. 64 Kevarzhe kantwirion Vreizh e c'heller
adkavout 
testenn prizius Prokulor-señdik Stadoù Breizh e 1789, an aotrou de
Botherel 
: perak ez eo er-maez lezenn divizoù nozvezh ar 4 a viz Eost 1789, ha
penaos 
e veze derc'houezet Breizh en amzerioù kent...




Brezhoneg person Plouneour Menez e 1920 : diell tennet eus ur c'haier kozh

dornskrivet.




Roll an oferennoù da zont : Kemper, Lannuon, ha Leon.




 1 Posts in Topic:
Taolenn "KANNADIG ' IMBOURC'H, Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù n
"T. Gwilhmod" &  2008-02-24 14:08:00 

Post A Reply:
  Go here to Signup

AddThis Feed Button


About - Advertising - Contact - Frequently Asked Questions - Privacy Policy - Terms of Use - Signup

Contact
tan13V112 Sat May 17 10:48:25 CDT 2008.