> Diwar rein kement se a don d'ar galloueg e teuio a-benn emsav ar
brezhoneg
> da grouin skolioù gallaouek.
OOOOOOO ! PEGEN EUZHUS !
Ha ken buan all en em lako ivez ar skolioù diwyezhek da gelenn
rannyezh o vro d'ar skolidi ! Gant ar vezh !
TG : Anat eo d'an neb en deus un tamm skiant vat ez eo echu o amzer gant
an
holl rannyezhoù, trefoedajoù ha luc'hajoù : emaomp hiziv en ur gevredigezh
vedelaet : pa oa bevennet gant ar c'hanton bed hon tadoù kozh dizesk,
neuze
e oa ar rannyezhoù en o bleuñv. Abaoe ez eo bet krouet ur yezh unvan ha
n'eus nemeti a dalv ar boan bezan kelennet er skolioù. Ar rannyezhoù a
yelo
da get dre ma n'int ket azas evit ar bed a vreman, setu aze toud. Evit Bro
Wened ez eo skoempoc'h an traoù dre m'eman pell a-walc'h diouzh ar C'hlt.
Da
va sonj e rank pep hini ober un tammig hent : derc'hel d'ar yezh unvan a
zo
d'ober.
> Dija e ra DIHUN war dro ar gallaoueg.
> Gortoz a reer eta e rafe DIV YEZH ha DIWAN kement -all, hañ ?
Ha perak ne rafent ket ? Ober reont kentelioù galleg Pariz ivez, 'm
eus klevet lâret... perak 'vefe ret da skolidi Dinan pe Foujer deskiñ
brezhoneg ha galleg an tele hag ober hep galleg ar vro ?
TG Perak ne rafent ket ? uheloc'hik em eus lavaret ez eo echu amzer ar
rannyezhoù. Echu eo ivez amzer ar rannyezhoù romanek, nemet e vefe savet
gant an dalc'hidi anezho ur strollad politikel mennet da ober anezho ur
gumuniezh politikel distag . Hag e gwirionez, evit poent, n'eo ket posubl
rak yezh lennek ar gallaoueg eo ar galleg. Ur bern domanioù-yezhel a vank
d'ar gallaouegoù da vezañ ur gwir yezh a c'hellfed ober ganti hepken. Da
skouer : ar relijion. War an dachenn-se n'eus TRA EBET. O vezan ma n'oc'h
ket chalet tre gant an dachenn se marteze , komzomp eus SKIANTOU (an holl
!), ha zoken eus lennegezh : tost netra, ha netra a dalvoudegezh bras a
seurt gant hor "Barzhaz Breizh" da skouer.
> N'on ket tost da goumanatiñ da YA ! , NANN 'SUR !
'Mañ ar furnez ganit. O, ha dihan da lenn kement kazetenn ivez, ha
serr ar volejoù ba' da di. A-hend-all e teuio keloù dit, un deiz
ben****t, eh eo ront an Douar.
HG
TG : Un dra vat ha ret eo kaout ur gazetenn sizhuniek e brezhoneg (ha
pemdeziek zoken), hogen n'on ket evit rein arc'hant d'ur gazetenn a ya
a-enep menozioù a-bouez bras evidon : ar vroadelouriezh da skouer. Da va
sonj, gouestlan un hanter bajennad d'ar gallaouegoù a zegaso un tammig
muioc'h a vesk e spered an dud war ar pezh ez eo ar brezhoneg e gwirionez
:
yezh diles ar vretoned, arouez pennan ha benveg pennan adsavidigezh hor
broad. Bez e rank kemer en-dro plas ar galleg hag ar gallaouegoù ... pe
mont
da get. Hep kumuniezh politikel, Brezhoneg ha Breizh ebet.
Diwar lavarout din ez eo "Ront an douar" e fell deoc'h reiñ da grediñ e
vefen warlerc'hiet un tamm, e kredfen koñchennoù gwrac'hed kozh c'hoazh,
d'an oad am eus, gant ar vezh.
E gwirionez ez eo c'hwi an hini en deus menozioù diwar-lerc'h penn da benn
pa vennit difenn rannyezhoù ar brezhoneg pe ar gallaouegoù. Trist on
eveldoc'h ez afent da get, evel e oan trist p'eo aet d'an Anaon va
amezegez
tostañ : ne glevin mui he brezhoneg saourus pa gonte c'hoazh he gwennneien
gant ar ger "skoed" da skouer. Amzer ar skoedoù ne zistroio ket. Hi he doa
dimezet tost eus an ti ma oa bet ganet : me, Pluguenad, 'm eus dimezet
gant
ur bempoulladez hag emaomp e Leon o chom : deomp-ni n'o deus ster ebet ar
rannyezhoù : un danvez-studi skolveurel n'eo ken. Ar rannyezhoù hag ar
gallaouegoù a zo pilhoù kaer a zo da studiañ ; n'int ket da vezan taolet
(mirour a-walc'h on e pep kenver , hag er c'henver politikel pergen c'hwi
oar a-walc'h evit kompren pegen a bouez eo o dastum hag o studian...). Met
pilhoù e chomont.


|