ETRE AR FAOU HA LANDERNE 16/04/08
Renabl war ar brezhoneg "Etre ar Faou ha Landerne"
Evit degas keleier, posteloù eus tud eus ar c'horn pe c'hoazh klokaat ar
renabl : Tepod Gwilhmod
E dibenn ar postel-mañ hon eus digoret un enklask war doare ar panellerezh
divyezhek er c'horn a-berzh an tiez-kêr : plijet ganeoc'h kas deomp keloù
evit ho komun deoc'h-c'hwi.
Evit netra eo "Etre ar Faou ha Landerne". Da 139 den pe familh eo bet
kaset
ar postel-mañ.
Nebeut a geleier fresk evit an tolead etre ar Faou ha Landerne evit ar
prantad-vakañsoù-mañ.
KINNIG0U-LABOUR : http://www.ofis-bzh.org/bzh/actualite/emplois/
Kêr Landerne :
http://www.ville-landerneau.fr/index.php?rub=la_ville_recrute
(klikañ war "Mairie", ha goude se "La ville recrute".)
KELEIER MAT...HA FALL EVIT AR BREZHONEG EN TOLEAD :
a.. Fiñvskeudennoù evit ar vugale war brezhoweb :
http://www.brezhoweb.com/?mode=actu
b.. un trede klasad divyezhek a vo digoret e skol-bublik Loperc'hed ar
bloaz-mañ ;
c.. Skolaj ar Feunteun-Wenn a zigor en-dro an hentenn divyezhek er
c'hwec'hvet klas ar bloaz-mañ
d.. E Lise Sant Sebastian Landerne, ne vo mui a opsion brezhoneg.
(trugarez d'ar re a zegas keleier p'o devez tro...)
DA LAKAAT WAR HO TEIZIATAER :
D'ar Merc'her 23 a viz Ebrel Gweladenn ar c'hlozioù-iliz er Roc'h Morvan
ha
Penn-ar-C'hrann gant Caude Chapalain. Emgav er Roc'h da ziv eur hanter.
sadorn 26 a viz Ebrel en Avel Vor Plougastell Fest-nozig adalek 7 eur noz
,
ha Fest-Noz Startijenn - an Diaoul ha peder - Soubigou ha Guedez - Altig
aozet gant Div Yezh Plougastell adalak 9eur noz.
Ar Redadeg evit ar brezhoneg a dremeno en tolead d'ar gwener 2 a viz Mae
2008 http://sked.infini.fr/IMG/pdf/flyer_Ar_Redadeg.pdf
D'ar Sadorn 17 a viz Mae : Gourfenn ar Skrivadenn 2008 er Faou
"Dour-beuz en Elorn - Freuz ha reuz e pep korn". Ur genstrivadeg
danevelloù
da geñver Festival Kann al Loar : (kloz e vo e dibenn miz Mae)
KEMENNOU ALL, INGAL :
Bep sadorn Oferenn da 6 eur e Minihi Trelevenez etre an Hollsent ha Pask
ha
da 7 eur etre Pask hag an Hollsent.
Bep eil sadorn ar miz, Pred digor d'an holl (n'eo ket dav lakaat e anv) e
Minihi Levenez Trelevenez goude an oferenn. Pred da zont : 10 a viz Mae.
Bep Merc'her kentañ ar miz e Loperc'hed (Levraoueg) : Lennadenn evit ar
vugale 10e 45 betek 11 e 15.
KEMENNOU ALL, DIWEZHATOC'H :
Sadorn 7/06/08 Dorioù Digor skol Diwan Landerne e Tremaria : 9eur- 12 eur
;
Staj STUMDI e-pad Kan-al-Loar Landerne : "Dindan al loar-gann" eus ar 7
d'an
11 a viz gouere Evit gouzout hiroc'h : STUMDI Maner Keranden 29800
LANDERNE
02 98 21 39 94 bzh.stumdi@[EMAIL PROTECTED]
www.stumdi.com
Festival Kan-al-Loar Landerne : etre an 9 hag ar 14 a viz Gouere 2008
Ur raktres klasoù publik Divyezhek a zo en Hañveg Kerangoff 29 460 Sant
Alar
02 98 83 20 37 fanch.div.yezh@[EMAIL PROTECTED]
ALL, PELLOC'H :
Stajoù B & B Bevañ e Brezhoneg sizhunvezh al lun 21 a viz Ebrel :
Roll an abadennoù goude lein a zo digor d'an holl
21/04: 14e Tro e kêr ; 16e Liorzh louzawouriezh ;
22/04 Plougerne : 14e 30: Iliz kozh 16e 30: Ar Vro Bagan
23/04Ar Roc'h Morvan Penn ar C'hrann 14 30 gant Claude Chapalain
24/04 Ti Degemer (Lesneven)14e : Paneroù « Gwialenn ar vro »; 20e 30 :
Margodennoù
25/04 Kerlouan14e 30 : Menez Ham 16e : Dañsoù Round (La Chaumière)
Breizhtival Landi 2008 http://breizhtival.nireblog.com/cat/programme
Film Prad Don d'ar yaou 24/4 ; beilhadeg e brezhoneg d'ar 25/4 ;
Baleadennoù
d'ar sadorn pe d'ar sul
http://breizhtival.nireblog.com/blogs3/breizhtival/files/baleadenn.pdf
Oferenn d'ar sadorn 26 da 18 eur e Landi ha Fest-Noz da 21 eur
Abadenn-veur d'ar sul da deir eur.
Ur raktres gant Plouzeniel Prest Bepred ha Ti Ar Vro Lesneven : ur gouel
bras war-dro ar c'hoarioù ha c'hoarielloù bloavezhioù 50/60 savet diwar
netra : ur gontell, koad, skourroù, geot ha kement 'zo... d'ar sul 28 a
viz
Gwengolo da zont.
Un digarez kaer da gaozeal brezhoneg gant bugale ar skolioù. Marteze e
vefe
tud o defe traoù da ginnig dezho : 06.08.24.80.26
30vet deiz ha bloaz marv Roparz Hemon : un heuliad lennadennoù ha
kaozeadennoù : Gwener 16 Mae e Gwengamp (Kreizenn Vrezhon, 6 leurenn
Verdun)
da 17e Mikael Keraotred : lennadenn Pirc'hirin ar Mor, heuliet gant
Pierrette Kermoal : displegadenn lennegel ar varzhoneg. Sadorn 17 Mae e
Plouha (Skol gentañ-derez, bali Laenneg) da 14e30 Tomaz Jacquet :
Diamantoù
Keroulaz ha Nenn Jani digoradur gant Pierrette Kermoal : "un alberz eus
buhez hag oberenn Roparz Hemon" Merc'her 21 Mae e Karaez (Kafedi-levrdi ar
Mod-all, 15 leurenn ar C'hoc'hu) da 17e Jorj Abherve Gwegen : "Yezhoù
Roparz
Hemon (esperanteg, kembraeg, spagnoleg...)" Sadorn 24 Mae e Sant-Brieg
(Oaled Abherve, 15 straed François Menez) da 15e Gwenael Maze : "Un den
dieub, Roparz Hemon hag ar Stad" - Sadorn 31 Mae e Roazhon (Levrdi l'Encre
de Bretagne, 28 straed St Melaine) da 17e Pierrette Kermoal : "War ribl an
hent ; petra eo an arz ? petra eo bezañ dieub ? an tonkadur, nerzh al
lavar..." Sadorn 07 Even e Gwengamp (Kreizenn Vrezhon, 6 leurenn Verdun)
da
14e30 Rafael Urien : "Istor buhez Roparz Hemon" Kinniget gant : Keneiled
Roparz Hemon keneiled.roparz.hemon@[EMAIL PROTECTED]
ALL, PELLOC'H HAG INGAL :
- bep kentañ sul ar miz, baleadenn gant Kelc'h breizhek Brest : emgav da
13
e 30 war parking Lise an Harteloire e Brest
a.. bep meurzh da 20 eur e Ti ar Vro Lesneven (sal Glycine) e vez
kaozeadennoù brezhonek. Titouroù : 06 08 24 80 26, 02.98.83.30.41 pe
tiarvroleon@[EMAIL PROTECTED]
b.. bep eil merc'her eus ar miz, adalek teir eur e sal Jacq Henvig,
abardaevezh e brezhoneg en-dro d'ur banne kafe ;
- bep trede yaou ar miz 18e30-20e, e ti Sked Brest, emgav gant ur
skrivagner
a.. d'ar sadorn 10e-11e30 e ti Sked Brest, Kafe brezhoneg, da eskemm
gant
brezhonegerien.
a.. Kaozeadennoù bep Sadorn e Levraoueg Plouzeniel (10h30 - sal Le
Breton). 02.98.83.62.44gant Plouzeniel Bepred (ne vez ket e-pad ar
vakansoù
bras)
AMAÑ HO KEMENNOU PERSONEL, KINNIGOU LABOUR HAG ALL .... da skouer: traoù
da
werzhañ, da feurmiñ, klask war ul labour, babysitter, servijoù, menajoù pe
er c'hontrol kinnig servijoù... e brezhoneg.
-(...)
a.. TRAOU DA LENN "Paotred an ognon", "An Tri Aotrou", daou levr aes da
lenn an Tad Medar, hag holl levrioù "Ar vuhez kristen Rosko" a c'heller
kaout evit netra diganeomp. Kantadoù a zo bet roet deomp da skignañ.
Niverennoù ar gelaouenn Imbourc'h ivez. tgwilhmod@[EMAIL PROTECTED]
a.. BABIGSITTER "Plac'h a c'hwezek vloaz on ha kustum on da ziwall ar
vugale. Savet on bet e galleg gant va mamm hag e brezhoneg gant va zad.
Gouest on d'ober war dro ho pugale e brezhoneg mard oc'h kontant. Tu a zo
din bezañ dieub fin ar sizhun hag emaon o chom e Sant alar etre parrez
Hañveg ha Sizun. Bez e c'helloc'h dont en darempred ganin en ur bellgomz
d'an niverenn-mañ 06 79 86 91 97."
DA OUZHPENNAÑ ER RENABL :
Enklask war ar panellerezh brezhonek er c'hornad : digant pep hini e
c'houlennomp e lavarout deomp e peseurt stad eman ar panellerezh divyezhek
en ho komun :
Òdaoust hag ez eus panelloù straedoù divyezhek ? Hag ar panelloù-henchañ
staliet gant an ti-ker ? Ha war dreuzoù ar bourk ? Evezhiadennoù all deuet
mat eveljust. Da skouer menegiñ pa ne vez ket lakaet panelloù brezhonek
war
an holl henchoù war dreuzoù-kêr, evel e Lannurvan...
Trelevenez : straedoù, panelloù-henchan kêr, panelloù war dreuzoù-kêr.
Nac'het eo bet sinañ ar garta "Ya d'ar brezhoneg" gant an ti-ker.
Landerne : straedoù, panelloù-henchañ kêr, panelloù war dreuzoù-kêr.
Loperc'hed : tost netra, war bouez un nebeut panelloù "Loperc'hed" war lod
eus an hentoù war dreuzoù ar bourk.. Gwenn ha du an Ti-kêr a zo bet laeret
ha n'eo ket bet lakaet unan all en e blas. ar program evit an dilennadegoù
ez eus anv eus ar "signalétique bilingue", meneget eo e vo sinet "Ya d'ar
brezhoneg" hag e vo diorreet ar c'hlasoù divyezhek er skol bublik... Ma,
aret eo bet an dachenn, hadet eo bet, da welout bremañ ...
Plougastell :
Dirinonn :
Daoulaz : War dreuzoù kêr ha setu toud
Logonna : n'eus nemet ur panell divyezhek war an D 333, pa antreer er
vourc'h; anviou ar straejoù a zo hanter e brezhoneg : rue de l'argoat, rue
Ar Mor, hag all.... Goulennet ez eus bet dija ma vefe lakaet panelloù
divyezhek war an henchoù, met " re ger eo". Faziou zo ivez e barzh anviou
lakaet nebeut zo gant an ccpld : Clemenech'y, Pors Beach... n'eo ket bet
sinet Karta "ya" gant ar gomun
Sant Alar :
Hanveg :
Ar Faou :
An Ospital : straedoù, panelloù henchañ ha war dreuzoù kêr.
Irvilhag :divyezhek penn-da-benn ar panelloù henchañ hag anviou ar
straedoù
e bourk
Irvilhag.
Lannurvan :
Penn-ar-C'hrann :
Ar Merzher : straedoù, mankout a ra lod eus ar panelloù brezhonek war
dreuzoù-kêr. Panel henchañ brezhonek ebet.
An Trehou :
da ouzhpennañ war renabl ar c'hantikoù ha kanaouennoù :
Kantik IV Trevarn : war don "ND de Massabielle"
Trugarez vras d'ar re a zegas o zammig skoazell da greskiñ ar renabloù war
gement tra a denn d'ar brezhoneg "Etre ar Faou ha Landerne". Skrivañ deomp
--
Bep daou viz : Kannadig Imbourc'h : http://kannadig.chez-alice.fr/


|