Talk About Network



Register and Login
Nick
Password
Register create new account Sign up is FREE and you can post replies, new topics, bookmark posts and more!
Recover lost password


Culture > Breton > Un nebeut linen...
Latest [ Topics | Posts ] Archive Post A New Topic Post a Reply
<< Topic < Post Post 1 of 1 Topic 1961 of 1996
Post > Topic >>

Un nebeut linennoł bet skrivet e 2000 gant Youenn Olier (niv. 10 Kannadig Imbourc'h)

by "T. Gwilhmod" <tgwilhmod@[EMAIL PROTECTED] > May 1, 2008 at 09:15 AM

N'eus mui a sevenadur poblek e Breizh abaoe meur a zek vloaz

Forzh penaos ez eo ret anzav n'eus ket da spiań e vo tu da adsevel,
a-barzh 
pell, ur stuzegezh unvan en Europa, nag e Bro-C'hall, nag e Breizh zoken. 
Trellet eo an emsaverion atav gant adsked ur stuzegezh poblek unvan ma oa 
lodek enni 90 % eus ar boblańs e derou an ugentvet kantved. Komz a reer 
c'hoazh hiziv eus sevenadur poblek e Breizh pa n'eus mui a sevenadur a 
seurt-se abaoe meur a zek vloaz. A-benn ar fin ne zreistpad koun ar 
sevenadur-se nemet dre an Emsav, a zo bet deraouet d'ur mare ma oa ar 
sevenadur-se en e greńv en hor bro. Hogen aner eo, moarvat, an dave a ra 
dezhań an emsaverion, eus an tu dehou koulz hag eus an tu kleiz, dre ma oa

kristen ar boblańs en he fezh er mare-hont, ken e oa kristen ivez ar 
stuzegezh hag ar sevenadur (e par an adeiladerezh, da skouer) ma oant 
perzhiek enno. A-benn ar fin ar stuzegezh kemeret war o c'hont gant an 
emsaverion a zo dinodet diwar un argemmenn eus prederouriezh kantved ar 
'Sklerijennoł '. Ar 'Grčce', bet meneget gant Adsav, a zo digristen he 
diazezoł kefredel. Setu, n'eus sklaerder ebet ha ne c'hell bezań sklaerder

ebet, e-keńver feiz kristen, en tezennoł diogelet gant an emsav nevez.

Moarvat e c'hello Adsav bezań talvoudus evit taliń ouzh droukvesk ar 
mennozhioł a zo oc'h ober o reuz en emsav devoudel a hiziv, a venn bout 
renket en tu kleiz, en ur gevredigezh gall ha kornogat a fell dezhi bezań 
araogelour. Hogen dre ma n'eus diskoulm ebet evit ar mare da lod kudennoł 
stignet ganto - evel gant ar strolladoł dehouelour all e Bro-C'hall hag en

Europa (anat eo ne c'hello ket Haider en Aostria lakaat e talvoud ar
steunv 
kinniget gant e strollad) - n'eus ket da c'hortoz e c'hellfe kemm saviad 
politikel Breizh en amzer-da-zont tost. (.)

Diwar-benn enkadenn Diwan

Ma lezer ar galleg da gemer e greńv e Diwan e vo koulz divodań an aozadur 
rak diwar neuze en devo kollet e awen hag e reizhabeg. Da lavarout eo, 
c'hoarvezout a raio gant Diwan ar pezh a zo c'hoarvezet gant ar skolioł 
kristen e deroł ar bloavezhioł '60 p'int deuet da vezań, war-bouez nebeut,

skolioł laļk prevez, hep doare arbennik ebet. Kompren a ran e vo start ar 
c'hrogad a zo o c'hortoz ar vrogarourion vrezhon o deus da enebourion n'eo

ket hepken ar Stad C'hall hag hec'h amaezidi eus an Deskadurezh Vroadel 
hec'h-unan, hogen ivez rannvroelourion a bep seurt o deus asantet
a-viskoazh 
da ober eus ar brezhoneg ur seurt latin ha na ve miret nemet d'un nebeut 
istrogelled a sellfe ouzh ar galleg evel ouzh o yezh broadel nemeti. Rak
an 
dalc'h a zo aze : daoust hag ar brezhoneg a zo hor yezh vroadel, hag hor 
yezh vroadel nemeti, pe hepken ur seurt trefoedaj, aet da get, forzh
penaos, 
evel ar gallaoueg e-unan ? Daoust hag ar brezhoneg a zo hon araez pennań
da 
adsevel ur bobl nevez a vrezhoned mennet da zisteurel da vat istor ar
vroad 
vourc'hiz c'hall a zo bet sammet warno, pe ez eo an emsaverion rannvroiz 
c'hall hep dezho ster piaouel ebet biskoazh, en ur ger gallaoued, a-vec'h
un 
toullad oristaled a chom itik d'an traoł kozh, koefoł, dansoł ha 
....trefoedajoł, a reont anezho gallaoueg ha brezhoneg ?

Eno emań ar gudenn, hag eno hepken. Hogen evel ma tammverken uheloc'hik,
bez 
o deus ar vroadelourion en hor bro da ziwall da gentań ouzh al 
led-emsaverion a seurt gant re an UDB - a zispleg deomp bremań n'emaint
ket 
en Emsav - pe izili strolladoł gall a bep seurt, PCF ha PSF, a ra van da 
vezań a-du gant ar yezh evit mougań anezhi su-roc'h, anezho azeulerion ar 
Stad C'hall, ma n'eus ket, en o softj, er-maez anezhi, silvidigezh ebet;
tud 
a ra, e gwirio-nez, eus ar stad-se un Iliz ha dezhi un istor santel. An 
idolennourion c'hall o deus klasket a-viskoazh distrujań Breizh hag hec'h 
Emsav.

Youenn Olier


-- 
Bep daou viz : Kannadig Imbourc'h : http://kannadig.chez-alice.fr/




 1 Posts in Topic:
Un nebeut linennoł bet skrivet e 2000 gant Youenn Olier (niv. 10
"T. Gwilhmod" &  2008-05-01 09:15:09 

Post A Reply:
  Go here to Signup

AddThis Feed Button


About - Advertising - Contact - Frequently Asked Questions - Privacy Policy - Terms of Use - Signup

Contact
tan13V112 Sat May 17 10:42:28 CDT 2008.