Nozvezh steredoniezh
(lusket gant Jafrez COURS)
Plouha*, Sadorn 17 Mae 2008
.. Lodenn gentañ, damkanel, e Skol gentañ-derez, bali Laenneg, 22e :
Dre ur bourmenadenn e-barzh an egor, a-drugarez d'un abadenn luc'hvannet,
e
vo displeget, e-pad un eur bennak, diazezoù ar steredoniezh rekis a-raok
an
eil lodenn : ar stered -hag an Heol pergen-, ar planedennoù hag o
adplanedennoù, an nivlennoù.
.. Eil lodenn, pleustrek, war ar maez, da c'houde :
Arsellet e vo, war-eeun pe gant binvioù kalvezel (lunedenn steredoniezh),
planedennoù Koskor an Heol, al loar a vo neuze tost en he c'hann, ar
steredennoù pennañ, desket e vo da anavezout ar steredegoù pennañ.
*Etre Sant-Brieg ha Pempoull
Adlakaat a reomp da soñj amkanioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur
vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor,
douaroniezh,
fizik, armerzh, prederouriezh,
lennegezh.)
. c'hoariva
. festoù-noz
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi.
Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a
gement spered "folklorel" a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed
a-bezh
ha Breizh hag ar broioù keltiek all
Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec'hel a vuhez
kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon.Mard oc'h deuriet gant
hon embregadenn, daoust deoc'h na c'hellout mont da Blouha, e c'hellit
mont
e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec'hel en ho kornvro
Trugarez deoc'h da gemenn deomp mard oc'h e soñj dont pe get
Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kas ur valad da : kevredigezhvrezhon@[EMAIL PROTECTED]
)
Kemenn da skignañ mar plij !
--
Bep daou viz : Kannadig Imbourc'h : http://kannadig.chez-alice.fr/


|