Bob and Doris Jones wrote:
> Pet kelenn skol Brezhoneg e Breizh ?
It's nice from to try posting in breton. However your question seems
unclear. Do you mean "How many schools teach breton in Brittany?" or "How
many pupils learn breton?". In the first case, it would be
"Pet skol a gelenn brezhoneg e Breizh ?"
And in the latter:
"Pet skoliad a zesk brezhoneg e Breizh ?"
Bremañ ar respontoù ;-)
Kelennet e vez hervez un hentenn divyezhek (lakaet ennañ ar rouedadoù
Diwan, Div Yezh ha Dihun) en ur 120 skol kentañ derez ben****. En eil
derez,
ez eus war-dro 30 skolaj, hag un 12 lise lec'h ma kelenner hor yezh. Evit
an oadourien, e kelenner en un 40 kêr (kentelioù-noz ar peurvuiañ), dre
hanterourezh tremen 100 kevredigezh. Ret eo ouzhpenañ an teir skol-veur
(Roazhon, Brest ha Naoned) a ginnig stummadurioù en hor yezh.
Sifr ar skolidi a zesk brezhoneg a sav en tu-hont da 10 000 er rouedadoù
divyezhek, ha ma konter ouzhpenn ar re a zesk ar yezh evel danvez diret en
eil derez (2 pe 3 eurvezh ar sizhun) e sav ar sifr da 25 000. 400 eomui pe
vui niver ar studierien er skolioù-meur, hag 4500 hini an oadourien a
heuilh kentelioù-noz.
Am holl sifroù-se a venegan dre envor, setu bezit ar vadelezh d'am
digareziñ ma' z int un tamm diresis.
A galon,
Jañ-Mai


|